Accueil > Collège Lycée > Stalier engraverezh er skolaj/ Atelier gravure au collège

Stalier engraverezh er skolaj/ Atelier gravure au collège

jeudi 16 janvier 2020, par Myriam, sandrine

Les jeudi 12 et vendredi 20 décembre dernier, les bilingues du collège Henri Wallon ont reçu Jean-Marie FLAGEUL de l’atelier LA MAISON pour un atelier de gravure sur le thème de l’autoportrait. Chacun a donc, dans un premier temps, dessiné son autoportrait avant de le graver sur une feuille de plastique spécial puis de le passer dans la presse pour en voir ressortir une magnifique gravure !

Laissons les 6ème raconter ces deux jours d’atelier :

Ar Yaou 12/12 e oa daet Jean-Marie FLAGEUL er skolaj. An 3vet, ar 4vet, ar 5vet hag ar 6vet brezhoneg o deus labouret getoñ. Displeget en deus penaos ‘vez graet un empoltred engravet : ret eo, da gentañ tout, prederiañ a-ziàrnomp. Soñjet hon er gerioù a servij d’hon deskriviñ. Goude-se hon eus graet ur brouilhoñs ha treset hon eus hon dremm, meur a wezh alies, eraok dibab un dresadenn. Ret e oa tresiñ hor dremm get santimantoù pe traoù a gont evidomp.

Ar Gwener 20/12 hon eus adkroget al labour get Jean-Marie. Neuze hon eus lakaet ur follenn plastik war an dresadenn hor boa choazet ha skotchet hon eus anezhi war an dresadenn.

Goude se hon eus engravet war ur follenn plastik get ur beg sec’h é heuliiñ linennoù an dresadenn. Lemel a raemp ar plastik en ur ober fozelligoù get ar beg-sec’h.
Evit teñvalaat an dresadenn e oa ret ober meur a linenn e meur a du.

Goude-se e oa arru ar prantad moulliñ :
Ret e oa lakaat ankr war ar follenn blastik.

Ret e oa ivez lakaat ur follenn baper e-barzh an dour hag àrlerc’h sec’hiñ ar follenn.
Ur wezh ma oa graet e oa ret lakaat ar follenn blastik war ar follenn wenn a oa bet plaset war ar gwask.

Neuze e troemp an dornikell hag ar follenn wenn a zae er maez ag ar mekanik get an dresadenn moullet àrnezhi.
Ne chome nemet da lakaat an engravadur da sec’hiñ hag achuet oa !